Deiziad krouiñ | 1395 |
---|---|
Kevandir | Afrika |
Kêr-benn | M'banza-Kongo |
Daveennoù douaroniel | 6°16′0″S 14°15′0″E |
Renad politikel | unpenniezh |
Office held by head of state | Manikongo |
Moneiz | Shell money |
Deiziad divodadur | 1888 |
Rouantelezh Kongo (e kongoeg: Kongo dya Ntotila[1] pe Wene wa Kongo[2]; e portugaleg: Reino do Congo) a oa ur rouantelezh e kornaoueg kreiz Afrika, el lec'h m'emañ bremañ norzh Angola, kornaoueg Republik Demokratel Kongo, Republik Kongo ha su Gabon.
Pa voe ar rouantelezh en he brasañ en em astenne eus ar Mor Atlantel er gornaoueg betek ar stêr Kwango er reter, hag eus ar stêr Kongo en norzh betek ar stêr Kwanza er su. Renet e oa gant ar Manikongo, pe Mwene Kongo ("aotrou rouantelezh Kongo"), ur roue hag en doa levezon ivez war rouantelezhioù bihanoc'h tro-dro, evel Ngoyo, Kakongo, Loango, Ndongo ha Matamba[3].
Etre war-dro 1390 ha 1857 e oa ur rouantelezh dizalc'h. Eus 1857 da 1914 ez eas en-dro evel ur Stad suj da rouantelezh Portugal[4] E 1914, goude ma oa bet mouget un emsavadeg kongo gant nerzhioù Portugal, e voe lakaet fin d'ar rouantelezh. Mont a reas he douaroù d'ober trevadenn Angola ha bro warezet Kabinda. Ul luskad politikel ha relijiel, Bundu dia Kongo, zo bremañ hag a glask adsevel ur vro hag a vefe distag diouzh stadoù Angola, Republik Kongo, Republik Demokratel Kongo ha Gabon.[5].
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search